Ha penaos 'teus graet evit lakaat brezhoneg evel yezh da ziskwel ? Pellgarget am eus ar pakaad brezhoneg ha tout met n'eus ket tu din lakaat arc'hweladurioù Windows e brezhoneg (ne ginnig nemet galleg pe saozneg evit cheñch yezh)...
(Ha digarez da c'houlenn ouzhit, ne gavan netra war Internet)
Ha setu tapadenn-skramm ar gudenn : lakaet 'meus brezhoneg en nec'h tout met 'barzh "Langues d'affichage de Windows" n'eus nemet galleg ha saozneg. Aze ne c'hallan ket lakaat an deiziataer e brezhoneg eveldout 😢
hello. Distro ! Ha bez e c'hellez klask chom pouezhet war an douchenn windows ha klikañ war un dro war ar varenn esaouiñ (espace). Aze 'po ur choaz yezh sanset
Hello! Klasket 'meus ober ar pezh 'teus skrivet ha tu z'eus bet din cheñch ar yezh eveldout, met cheñch a ra aozadur ar c'hlavier ha ket yezh-ziskwel Windows ma ne fazian ket... Chom a ra ma deiziataer e galleg neuze 😕 (klasket 'meus adloc'hañ an urzhiataer ivez). Iskis 🤷🏼♀️
Salud dit.
Memes ma vez pouezet war "ouzhpennañ ur yezh" ?
🤔
Mmh . N'hallan ket gwelet ma urzhiataer ar sizhun-mañ.
Pa vin dirak e c'hellin teurel ur sell evit sikour ac'hanout
Ya just-a-walc'h am eus graet se evit ouzhpennañ ar brezhoneg (pezh 'moa ket graet a-raok). Ma vefe amzer ganit e vefe ur sikour bras din ya ! Digudenn ma tisoñjez ivez c'hac'ha (boaz on d'ar galleg siwazh 🙄).
Comments
(Ha digarez da c'houlenn ouzhit, ne gavan netra war Internet)
Memes ma vez pouezet war "ouzhpennañ ur yezh" ?
🤔
Mmh . N'hallan ket gwelet ma urzhiataer ar sizhun-mañ.
Pa vin dirak e c'hellin teurel ur sell evit sikour ac'hanout